Mélanie Jouitteau a ergerzh Bed al lavar - Archive ouverte HAL Accéder directement au contenu
Article Dans Une Revue Kazetenn Ya Année : 2009

Mélanie Jouitteau a ergerzh Bed al lavar

Mélanie Jouitteau explores the world of language

Résumé

Penaos en em gaver er CNRS ? Graet em eus un aotreegezh war ar brezhoneg e skol-veur Roazhon, unan all war al lizhiri modern e galleg, hag un desenn e skianchoù al lavar da heul e skol-veur Naoned, dindan renerez ur vaouez nevez deuet er vro, Hamida Demirdache, hag e oa hi bet Noam Chomsky he rener desenn, en "Massachussets Institute of Technology". Plijet bras e oan bet gant ar sirius ma veze al labour graet el labourva en Naoned, gant tud evel Jean-Pierre Angoujard, a anavezit marteze dre al labour ma kas war ar yezh Gallo. Da heul va DEA em boa tapet ur yalc'had skoazell evit an desenn digant ministerezh an enklask. Hep ar skoazell-se n'em bije ket gellet mont d'en em stummañ e pep korn Europa, da vont da heul stummadurioù etrevroadel e pad an hañv, pe da welet ar brezegennoù pouezus a veze en Europa. Pouezus-tre eo e c'hellfe ar skolioù-meur kas o studierien da zeskiñ traoù e pep lec'h er bed. Ar gouarnamant hiziv a c'houlenn ec'h embannfe ar skiantourion traoù e saozneg ingall, hag e barzh ar journalioù gwellañ er bed, mar plij ! Met ar studierien peurvuiañ ne vez ket roet ur gwenneg dezhe da vont da heuliañ seminerioù en estrenvro e korf o bloavezhioù tesenn-nag ur stummadur e saozneg kennebeut all. War lec'h an desenn on bet evit ur bloavezh en Euskadi e Gasteiz, en UPV (Universita del Pays Vasco), peogwir ez eus eno ur greizenn labour dreist diwar-benn ma dachenn enklask resis: ar sintaks. Ur bloavezh all c'hoazh on bet o kelenn ar yezhoniezh e departamant ar galleg e skol-veur Leiden, en izelvroioù, a-raok bezañ digemeret er CNRS en ul labourva e Paris 7 ur bloazh 'zo.
Fichier principal
Vignette du fichier
Jouitteau. 2009. Atersadenn Ya.pdf (358.33 Ko) Télécharger le fichier
Origine : Fichiers produits par l'(les) auteur(s)

Dates et versions

hal-03830507 , version 1 (01-12-2022)

Licence

Paternité

Identifiants

  • HAL Id : hal-03830507 , version 1

Citer

Mélanie Jouitteau. Mélanie Jouitteau a ergerzh Bed al lavar. Kazetenn Ya, 2009. ⟨hal-03830507⟩
19 Consultations
6 Téléchargements

Partager

Gmail Facebook X LinkedIn More