Feminism Breizh-Izel: ar wagenn c'hwitet

Résumé : Fin ar c'hanved all. Emaon gant ur vignonez o prientiñ senenn ur fest-noz a zo da vezañ. Ur paotr hanter-kant vloaz, pouez-mouezh kreñv Breizh-Izel gantañ, a zeu, lentig, da laret pegen laouen eo e vefe aozet ur fest-noz e kreiz-kêr Naoned. Kenderc'hel a ra asuroc'h, o c'hourc'hemenn deomp, ni merc'hed fur a gred distreiñ d'an doareoù kozh, da hengounioù ur mare ma ouie ar merc'hed diouzh o flas dereat. Klask a reomp ur sin bennak emañ o farsal. Blev. A-greiz-galon emañ o klask reiñ pour deomp! Anat eo dezhañ bourriñ sevenadurioù Breizh a dalvez kement hag embann ur blijadur divent oc'h asantiñ d'ur plas breizhadez hengounel, ha lakaat a-gostez gwirioù diazez deomp. O c'houzout ar pezh oa skrivet war ma z/T-shirt hag ar fed e oamp en ur greizenn sokial skwatet gant pegsunioù feminist e-leizh, e kinnigan deoc'h ober Jojot anezhañ, peadra da rentañ enor d'e ziouer a jugeotte. Bezit dinec'h, ne oa ket bet gloazet ar paotr met en e spi, met pa oan deuet da chom e Breizh-Izel, dek vloaz war-lerc'h, nag em eus soñjet e Jojot! Pa oan o teskiñ ar yezh e veze displeget din e talveze mont-tre ur sevenadur ouzhpenn da gomz ur yezh. Ar sevenadur-se en em gave bezañ leun a baotred feuls hanter-vezv hag a vammoù madelezus o c'hortoz anezho 'barzh ar ger , hag me santout tasmant Jojot e zorn yen war ma livenn-gein. Ha posupl vefe em bije brizhkomprenet brozhioù hir ar festoù-noz? Daoust hag e oa ur ster rikoc'h evit na zoñjen da Vreizh-o-zadoù-kozh?
Document type :
Journal articles
Complete list of metadatas

https://hal.archives-ouvertes.fr/hal-02269522
Contributor : Jouitteau Mélanie <>
Submitted on : Thursday, August 22, 2019 - 9:52:30 PM
Last modification on : Sunday, August 25, 2019 - 1:08:06 AM

File

Jouitteau. 2018. Feminism e Br...
Files produced by the author(s)

Identifiers

  • HAL Id : hal-02269522, version 1

Collections

Citation

Mélanie Jouitteau. Feminism Breizh-Izel: ar wagenn c'hwitet. Kazetenn Ya, Yann-Fañch Jacq 2018. ⟨hal-02269522⟩

Share

Metrics

Record views

12

Files downloads

8